BandeauVague

Yez, lennegez, istor

Lennadennou

Istor ar yezou dre an atlasou

Brun-Trigaud (Ghislaine), Le Berre (Yves), Le Dû (Jean). - Du temps dans l'espace. Lectures de l'Atlas linguistique de la France de Gilliéron et Edmont. - Editions du Comité des Travaux Historiques et Scientifiques, 2005, 363 p.

Atlasou a vez savet da ziskouez dre gartennou an douar, ar stadou hag ar broiou gand o harzou, an Golo al leor "Atlas linguistique de la France"ekonomiez, an hentchou war zouar ha war vor, ha kement 'zo. Atlasou a vez savet ive evid ar yezou hag ar rannyezou. Rag an dud, memez pa gaozeont ar memez yez, ne zistagont ket an oll heriou er memez stumm.

En brezoneg eh ouzom a-walh evel-se 'zo tammou diferans etre Treger ha Kerne, ha muioh c'hoaz etre Leon ha Gwened. Eur ger evel "hirie" a vo distaget "hizio" gand darn, darn all a laro "hiniw" ha darn all c'hoaz a laro "hudu". A-wechou zoken, ar geriou a vez disheñvel : a-blasou e vez laret "godell", ha "chakod" a-blasou all… Pez a vo "bragou" e lehiou 'zo, a vo "lavreg" pe "otou" e leh all.

Heñvel eo evid an oll yezou, ha zoken evid ar galleg, hag e-neus ar vrud koulskoude da veza eur yez "peurunvan", ma 'z eus unan. Ha memez pa vez laket keñver-ha-keñver eur yez romaneg evel ar galleg hag eur yez keltieg evel ar brezoneg, e vez gwelet traou souezuz. Sellit ervad ouz ar gartenn : ar ger "kador" on-eus ni e brezoneg evid pez a vez anvet "chaise" en galleg, a zo ive "cadiera" en oksitaneg ! Ar memestra eo evid ar ger "nedeleg" : an oll hallegerien bremañ a gomz deuz "noël" ha deuz ar "Père Noël", med er hreisteiz e vez laret ive "nadal" en oksitaneg diwar al latin koz.ar gartenn "kador"

Tro kant vloaz 'zo, e ver bet kroget da studial an tammou diferans-ze a zo etre ar yez a gomzer en eur barrez hag an hini a gomzer en eur barrez all pelloh. Ar re genta toud a zo bet oh ober ze da vad evid ar galleg, eh eo Jules Gilliéron hag Edmond Edmont, etre 1897 ha 1901. Kelenner hag enklasker e oa an hini kenta e Skol ar Studiou Uhel. Eur hoñversant war e leve euz departamant ar Pas-de-Calais a oa egile, troet war ar yezou : a volontez vad eo e reas an oll enklaskou, en eur vond euz eur barrez d'eben gand an treñ, en gwetur pe war droad.

Ar chaloni Falc'hun : eun diaraoger

Eun toullad bloaveziou diwezatoh, a-raog ar brezel kenta, e reas Per ar Rouz ar memez labour evid ar brezoneg, etre 1913 ha 1920. Adhreet eo bet al labour nevez 'zo evid ar brezoneg bepred gand Yann an Du, etre 1969 ha 1997, gand skoazell a beb seurt tud evel Yves Miossec, Bernard Tanguy, Jean Ropars, Patrick Le Besco, ha reou all.

Labouruz eo ober an enklaskou. Ken labouruz all, ha koustuz, eo embann an atlasou : 40 vloaz e-noa laket Per ar Rouz d'embann e re, dindan stumm c'hweh levrenn a gant kartenn ! Yann an Du e-neus bet ar chañs da helloud embann e atlas nevez evid Breiz-Izel en eun taol e 2001, dindan stumm diou pez levrenn vraz a 600 kartenn, hag a-drugarez d'eur zikour a-zoare a-berz Rannvro Breiz. C'hoarvezoud a ra ar memestra evid ar horseg. Evid ar galleg, ez eus bet embannet 70 atlas : med en eun doare digomprenuz e-neus deg vloaz 'zo laket ar CNRS eun termen d'an embann, pa ne jome ken nemed eun deg levrenn bennag da voulla !

Ar pez 'zo, biskoaz beteg-vremañ ne oa bet studiet da vad ar hartennou a oa bet savet diwar an enklaskou. Unan e-noa bet greet er bloaveziou 1960, daoust ma ne vez ket komzet dioutañ nemeur hirio, eo ar chaloni Falc'hun : deuz ar pez a skriv Yann an Du, Ifig ar Berr ha Guylaine Brun-Trigaud, an dezenn a zivennas e 1951 dindan an talbenn "Histoire de la langue bretonne d'après la géographie linguistique" a dalv er heñver-ze kement hag eun dispah penn-da-benn.

Peadra a oa avad da vond kalz pelloh gand ar studi, ha setu just a-walh danvez al leor-mañ : "Du temps dans l'espace". Ze zo dija eun ano brao : savet eo bet gand an tri a dud a venegen o ano dioustu, daou anezo o veza brezonegerien anavezet mad dre amañ, hag eben o veza klaskerez war an oksitaneg er CNRS e Nice.

Ar geriou o veaji

500 kartenn e liou a zo en o leor evid rei da intent pehini eo bet planedenn ar geriou hag ar soniou (ar fonemou) evid ar galleg dreist-oll, ha penaoz o-deus greet da veaji abaoe 2000 vloaz. Rag ar geriou a zo evel an dud : pourmen, mond ha dond a reont dre an hentchou kerkoulz hag an dud. Med en lehiou 'zo, er meneziou koulz hag en enezeier, e talher e-pad pell d'ober gand ar geriou koz. Ar steriou, gwechall, a oa gwasoh evid harzou, pa ne veze pont ebed da dreuzi anezo.

Setu pez a laker war wel gand isoglosou. Petra an isoglosou-ze ? Linennou pe roudennou a haller tresa war gartennou da zispartia ar geriou, ar poziou pe an distagaduriou disheñvel a reer ganto en eun terouar bennag. Ha diwar ze, hag a-drugarez d'al leor-mañ, setu eun tamm mad a nevezenti evid pez a zell istor ar galleg hag istor ar yezou war zouar Frañs. Displega a reer deom n'eo ket bet tremenet an traou evel om techet da gredi :

- n'eo ket bet savet AR galleg diwar AL latin,
- n'eo ket ar "rannyezou" doareou "distummet" pe "trefoet" euz eur yez reiz,
- ar galleg reiz ("le français normé", e-barz al leor) eo a zo e gwirionez ar pella deuz al latin.

O gwalh a gavo ive ar vrezonegerien e-barz al leor. Rag kaer e-neus ar brezoneg beza eur yez keltieg, e-neus amprestet forzig geriou diwar ar latin ha diwar ar romaneg. Setu zo eur bern eveziadennou diwar-benn geriou evel "merenn", "bleo", "pesk", "koueor", "dimerher", "taol", "chadenn" ha meur a hini all. Ar pez a ra deom huñvreal en eul labour all a rafe pelloh Yann an Du diwar atlas nevez ar brezoneg (an NALBB, evel m'eo bet lesanvet, evid "Nouvel Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne"), da bep hini da gompren gwelloh istor or yez kerkoulz all : krog eo marteze gand ar studi-ze ?

Biskoaz c'hoaz ne oa bet greet eur studi deuz ar seurt-mañ, ken e klasko sur a-walh kement hini a zo dedennet gand ar yezou kaoud anezañ. Hiniennou a gavo moarvad peadra da bismiga war dra pe dra : n'eo ket me a ray, pa rankan anzao n'on ket eur maill war studi ar rannyezou. Med sebezet on bet gand toud ar pez a hell klaskerien anaoudeg lakaad war wel a-drugarez da atlasou.

Kavet e vez al leor da brena war-eeun digand ar CRBC e skol-veur Vrest :
Centre de Recherche Bretonne et Celtique,
20, rue Duquesne, BP 814,
29285 Brest.
E-mail : CRBC@univ-brest.fr
Da lenn ive diwar-benn an atlasou yezou :
Dialectologie et Géolinguistique. La Bretagne Linguistique, n° 13, 2004, 410 p.
Da brena ive digand ar CRBC.

 

Ar henta leor diwar ar manaveg

Faragher (Edward). - Ma buhez en Enez Vanao / troet gand Padrig ar Besko. - Brest : Emgleo Breiz, 2006. - 223 p.

"Eur vro iskiz eo Enez-Vanao", eme Padrig ar Besko. Eul leor iskiz eo an hini a ginnig deom.

Golo leor Faragher "Enez Vanao"Euz a betra 'zo kaoz ? Da genta euz eun enezenn. Deg gwech bihannoh eo Manao, a zispleger deom, evid eun departamant a Vreiz, ha gwir eo e ra nebeutoh evid 600 km2, tamm pe damm evel Andorre. Bez' ez eo avad unan euz ar c'hweh bro geltieg, hanter-hent etre Iwerzon ha Skos. N'eo ket re evid kement-mañ eo anavezet an enez avad. Paotred (ha plahed) o motoiou a vez milierou beb bloaz o tarempredi an "Tourist Trophy" a vez aozet eno abaoe 1907. Paotred an arhant braz en em blij int, war a lavarer, dre m'eo Enez-Vanao eur gwir baradoz e-keñver an taillou, evel ma vefe Jersey. Ha gwir eo n'ema ket evid c'hoaz en Unaniez an Europ ! 70 000 a dud a zo o chom en enez.

Ha petra al leor ? Danevell e vuhez gand eun den, Edward Faragher, a lavar deom P. ar Besko eo bet ar skrivagner pobleg nemetañ hag e oa ar manaveg e yez-vamm. N'eo ket ne vefe ket bet skrivet manaveg a-raog na goude. Med a-raog ne oa bet kazimant nemed ar Bibl. Hag ar re o-deus bet skrivet goude eo bet desket ar yez ganto peurliesa evel eil yez.

Eet eo kuit ar boudiged

E 1831 eo bet ganet Faragher : n'eo nemed d'an oad a 65 bloaz e skrivas e lizer kenta e manaveg, e 1896 eta. Anzao a ra e vefe bet êsoh dezañ skriva e saozneg hag eo "torr-penn" ha skuizuz skriva e diou yez : "me a zo e-giz eur skoliad bihan a gomañsfe da zeski. Emaon o paouez skriva muioh a vanaveg eged ma 'm-eus skrivet e deveziou ma buhez a-bez". Komz, lenn ha skriva manaveg a blij dezañ koulskoude adaleg ma hell, ha sevel kanaouennou :

"Nehet on koulskoude a-zivoud yez ar vro,
Diêz eo keja gand eur manavegour a-vihannig.
Ar zaozneg e-neus goloet, e-giz houlennou ar mor,
On enezenn vihan euz ar hreisteiz beteg an norz."

Mojennou, kredennou ha kustumañsou e amzer a vez kontet el leor-mañ gand Edward Faragher. Pe gentoh re amzer e vugaleaj. D'ar mare m'ema o skriva, da lavared eo e fin an 19ved kantved hag e penn kenta an 20ved, e-neus ar zantimant eo "maro an oll voudiged a yee tro-dro da g/Creneash pa oan-me yaouank, pe int eet kuit en eur vro all bennag ". Med n'eo ket se nemetken :

"Eet eo kuit ar boudiged avad,
Ha parlant an enezenn ivez",

emezañ gand eur seurt melkoni. Koll fiziañs ne ra ket evid se : "spi am-eus e strivo ar Vanaviz da adsevel yez-vamm Vanao". Daoust ha frealzet e vefe o houzoud e vez kelennet hirio e skoliou 'zo, ha daoust m'e-neus ar manaveg ar vrud da veza eur yez varo abaoe pell, ez eus eun toullad kantadou a dud o helloud komz hirio ?

An Iwerzoniz ouez

Melkoni a zo ive e leor Edward Faragher pa gomz euz e stad-eñ, dreist-oll p'eo tapet gand ar gozni, pa rank kuitaad e enezenn da vond da veva da Vanchester, p'eo eet e verh d'ar Hanada. "War yenaad ez a an amzer hag ar bed", emezañ p'eo en em gavet da c'hwezeg vloaz ha tri-ugent. "N'eus ket kalz a levenez na karantez bremañ", emezañ c'hoaz. Eun den seder eo koulskoude. Fent e-neus o konta an troiou-kamm a veze c'hoariet, e doare e amzer, da hemañ pe da henhont, ha dreist-oll d'ar pastor en e barrez ! Ha glahar pa gouez "eun den barreg ha yaouank" er mor diwar e vag :

"Ne oe ket gwelet ken nag er mor na war an douar".

Rag eur vro martoloded eo, pe e oa, Manao. Pesketa harinked ha brizilli a reent du-hont. Tud penneg a oa, eme Faragher, euz ar besketaerien. A-wechou e veze e-leiz a harinked, a-wechou all kalz nebeutoh. Med ne blije ket da Vanaviz mond da glask goudor en Iwerzon : "an Iwerzoniz ouez", emezañ ! Eur ganaouenn all e-neus savet diwar-benn "ar beizanted piz na roent ket kalz a hopr d'o micherourien e-pad an diskar-amzer".

Med perag 'ta eo al leor-mañ unan iskiz, pelloh ? Peogwir eo ar wech kenta dezañ da veza embannet. Skridou Faragher a zo da veza lennet, hervez P. ar Besko, evel "eun oberenn a dudoniez", dre ma n'int ket bet savet da veza moullet. Ha gwir eo ne oant biskoaz bet embannet c'hoaz, nag e manaveg nag e saozneg. N'int ket eta skridou eur "gwir" skrivagner, ha n'emaint ket da veza keñveriet gand reou Iwerzoniz pe Bretoned 'zo. Med didalvoud n'int ket, pell ahane.

P'e-noa savet dija Padrig ar Besko eul leor da zeski manaveg ha p'eo dedennet gand ar yez keltieg-ze, eo bet o furchal e levraoueg Doolish (en Enez-Vanao) hag e Manchester (rag eno eo marvet ar skrivagner e 1907), hag e-neus troet dornskridou Edward Faragher e brezoneg. Gand se eo hemañ al leor kenta o veza bet troet en or yez diwar ar manaveg. Eun deiz bennag, piou oar, e kavo Manaviz an tu d'ober int-i ive gwelloh anaoudegez gand eur henvroad dezo, a anzave gand teneridigez eun nebeud sizunveziou a-raog mervel n'e-noa ket kement a blijadur ken o skriva ha m'e-noa bet : "n'em-eus mann all ebed d'ober koulskoude evid tremen ma amzer".

 

An 300 gwall-daol bet greet gand an FLB

Henry (Lionel). Lagadec (Annick). - FLB - ARB. L'histoire 1966-2005. - Fouesnant : Yoran Embanner, 2006. - 396 p., ill.

Leoriou diwar-benn an FLB a zo bet dija unan bennag, med pell 'zo ne vezont ket kavet ken da brena. Evid ar wech kenta, setu amañ unan o tibuna istor an FLB war 40 vloaz. Skrivet eo bet gand eur helenner istor en eil derez, Lionel Henry, ha gand eur gazetennerez, Annick Lagadec. Istor an FLB war 40 vloaz, a lavaren, rag a-raog 1966 n'e-noa den bet klevet lared e oa dre amañ eur Front de Libération de la Bretagne.

Golo leor L. Henry hag A. LagadecAdaleg 68 dreist-oll eo ez eus bet bombezennou o tarza a beb tu evel luhed, ha soñj o-deus dalhet ar re gosa sur a-walh euz toud an distruj a zo bet greet amañ hag ahont e ti an taillou, e ti an archerien e leh all, e ti ar Prefed e Kemper, e kazern ar CRSed e Sant Brieg, ha beteg er Roh-Tredudon, pa oa bet diskaret peul an tele du-hont, d'ar 14 a viz c'hwevrer 1974 : unan deuz an taoliou e-noa bet greet ar muia a drouz (ma zo moien da lared se !), p'o-doa bet ranket 300 000 famill chom heb tele e-pad meur a zizunvez en Breiz-Izel. Chantieriou a zo bet taget ive, bureoiou ar Stad, hag a beb seurt batisou ha tiez all, zoken tiez deputeed ha tud e karg. Beteg ar gwall-daol a zo bet greet 6 vloaz 'zo, e miz ebrel 2000, a-eneb ar MacDo e Quévert, med hemañ n'e-neus ket anzavet an FLB e oa bet greet gantañ.

Deuz ar pez a gont Lionel Henry hag Annick Lagadec, e 40 vloaz eo muioh evid 300 a wall-daoliou a zo bet greet en Breiz, war ano an FLB, pe war hini an ARB, al lizerenn R o talvezoud a-wechou amañ evid "Républicaine", hag a-wechou all evid "Révolutionnaire". Taolom evez, en eur dremen, n'eo biskoaz bet anavezet an FLB dindan eun ano brezoneg bennag (nemed brankou anezañ evel "Trawalc'h" ha n'int ket bet padet pell).

Istor ar gwall-daoliou-ze toud eo a vez displeget dre ar munud - deiz ha deiz, kazimant - gand Lionel Henry hag Annick Lagadec. Displega a reont, mui pe vui, penaoz e oa "frammet" an emzao kuz, gand eur seurt "Kuzul Meur" tamm pe damm "a-uz", ha penaoz e laboure strolladou bihan hag a-wechou zoken hiniennou anezo o-unan diouz o zu, heb an disterra darempred gand den all ebed. Konta a reont ive, evel just, penaoz eo bet harzet ha barnet tro-ha-tro ar re a veze o c'hoari evel-se gand bombezennou, penaoz int bet kondaonet, ha pardonet a-wechou. Meur a gant a zo bet anezo e-pad toud an amzer-ze : ar pez a ra eun toullad mad a dud, a-dra-zur.

Karet on-nije bet avad kaoud muioh a desteniou a-berz ar re-ze hag a zo bet e-barz an FLB, war ar pez e-noa laket anezo da zibab eur seurt stourm. Talvouduz e vije bet zoken gouzoud pehini ar zell o-deus eun toullad bloaveziou goude : daoust ha kaoud a ra dezo o-deus gonezet tra pe dra, daoust hag "emskiantekoh" e vefe bet ar Vretoned a-drugarez dezo, pe daoust ha ne gav ket dezo o-defe bet kollet o amzer ?

Ha santimant ar Vretoned ?

Karet on-nije bet kompren gwelloh pehini 'oa, pe ne oa ket, santimant ar Vretoned e keñver taoliou an FLB. Eun tamm mad muioh a dle beza peadra da lared diwar ze, evid an nebeud a skriver el leor-mañ. Arroudennou a zo diwar ar hazetennou. Med perag ne larer seurt ebed deuz ar pez a zo bet disklêriet d'an ampoent gand ar sindikajou, ar hostezennou politikel (ha n'eo ket an UDB nemetken), an dud e karg (a zehou pe a gleiz) bet anvet gand ar Vretoned o-unan da geñver ar votadegou ? Piou a zo savet a-du gand re an FLB ? Ha n'int ket bet dislaret gand an oll ? Ger ebed, pe ken nebeud ! Ober gand an nerz a ree an FLB hag ober trouz. Med estregeto a oa er vro. A-hend-all, ral eur wech ma tispleger pegement eo bet koustet ar gwall-daoliou.

En eur goude-skrid, e skriv Michel Denis, unan euz ar gwella istorianed a zo e Breiz, eo al leor-mañ unan "kaloneg". Hag ez eo, en eur mod. Chom a reer koulskoude dalhmad war e naon. Kompren a reer evel just e oa paotred an FLB o klask distaga Breiz deuz ar Frañs, pa gave dezo e oa ar Vretoned "dindan dalh" ar Frañsizien. Displega a reer deom ive e oa an FLB kenta deuz an tu dehou, hag e oa bet eet goude ze war an tu kleiz, zoken ma n'eo ket anad dalhmad. Med eun tamm bihan berr eo an eveziadennou-ze, ha ne studier ket pe nemeur 'barz al leor pere oa da vad o mennoziou : ze a vank evelkent. Ha ne vefe ket bet tu d'analiza pelloh ha da vurutella an abegou a veze laket en a-raog gand re an FLB (ha n'int ket bet atao ar memez re) ?

Skriva istor an FLB (med daoust hag-eñ eo hemañ eul leor a istor nemetken ?) ne oa ket eun dra êz d'ober daoust da ze, rag n'eo ket êzet tamm ebed lakad war wel ar pez a zo bet eur stourm kuz. E dalvoudegez e-neus al leor eta war ar poent-se. Med chom a ra eur bern traou all da studial c'hoaz, 'm-eus aon : tud all a vefe krog gand al labour. Ar pez ne lar ket Lionel Henry hag Annick Lagadec a-hend-all eo : daoust hag-eñ eo echu da vad gand an an FLB pe daoust hag-eñ e hell dihuni a-nevez ?

Ar re a vez hirio dre ar bed-oll o lakad bombezennou da darza eh eo peurliesa war falz-digarez ar relijion, hag hini an Islam da genta penn. En Iwerzon an Hanternoz avad, e-neus asantet an IRA beza dizarmet. E bro-Euskadi ema an ETA o paouez disklêria ne strakfe ken an tennou kennebeud, hag e vo "paduz" ar peoh. En diou vro-ze, abaoe 40 vloaz, zo bet lahet meur ha meur a gant a dud diwar goust ar brezeliou kuz, kalz muioh evid n'eus biskoaz bet e Breiz. Daoust da ze, n'eo ket tra-walh goulenn "de quoi demain sera-t-il fait ?" ha netra ken, evel ma hellje kerkoulz all bombezennou tarza adarre e Breiz ken êz ha tra. Hag esperoud a hellom ni ive eo deuet ar mare - amañ ive - ma ne vo ken a Vretoned o tibab eun hent ha n'eo ket hini an demokratelez ?

 

An hini n'e-neus ket mez

Jean Rohou. - Fils de ploucs. - Rennes : Ouest-France, 2005.

Anzao a ra Jean Rohou : p'e-neus roet da houzoud e oa o vond da zibab an titl e-neus lakaet Golo leor kenta Jean Rohoud'e leor, zo ouspenn unan a zo bet feuket. Ar plouked ne oant ket gwelet mad, ha n'int ket. Eñ koulskoude n'e-neus ket mez ha n'e-neus ket kavet gwelloh evid disklêria dirag an oll eo mab da beizanted a vro-Leon. P'eo eet d'ar skol ne ouie ger galleg ebed. Pa oa war e studi, e laboure 'ti e dud e-pad an hañv. Kement-se n'e-neus ket miret outañ da zond da veza kelenner skol-veur, hag unan euz ar gwella spisialisted a zo euz ar skrivagner Racine hag euz lennegez halleg ar 17ved kantved.

Lavared a rin dioustu ar pez a zo torr-penn eun tamm bennag en e leor. Re hir eo marteze, pa ra muioh evid eur 500 pajennad : a-wechou e chom Jean Rohou re da ruza evid konta istor e lignez dre ar munut. A-wechou all, ez a eun tammig re bell euz ar gêr ha ken pell all en amzer dremenet evid keñveria ar pez e-neus bet bevet eñ gand ar pez a zo bet c'hoarvezet e leh all (ha war ar memez tro eo kement-mañ a ra talvoudegez al leor). Menegi ne ra ket beb tro pere al labouriou e-neus tennet gonid diouto. Fazia a ra gwechig ha gwech all : Fañch Elegoet n'eo ket eun Elegouet, da skwer. Eun draig all c'hoaz : ne oa ket red dezañ invañti eun doare-skriva all evid ar brezoneg !

Paneve ze, "Fils de ploucs" a zo eul leor a ranker lenn, dre red, dre m'eo dihortoz : n'eo tamm ebed eul leor eñvorennou evel ar re all. Diazezet mad eo war ar skiant-prenet e-neus tapet ar skrivagner, war an enklaskou e-neus greet, war e lennadennou. Rag jamez ne jom Jean Rohou diwar horre : bepred, diwar an disterra tra, e vez soñjezonou o tifluka diwar e spered. Rei an ton a ra adaleg ar pajennou kenta : eñ, emezañ, n'eo ket ar Breton nag ar Breizad o-defe c'hoant ar re all e vefe, hag evitañ, beza Breton hirio n'eo ket evel pa oa bugel. Sed a jeñch deuz toud ar pez a lenner eun tamm 'zo diwar-benn "identité"…

Melkoni n'eus ket e-barz "Fils de ploucs", na keuz d'an amzer dremenet. N'eo ket J. Rohou a gonto deoh e oa kaerroh amzer e vugaleaj evid an hini hirio ! Eñ, anad eo, n'eo ket eun den a ziwar-lerh ha kompren a ra perag o-deus bet c'hoant hag ezomm ar Vretoned da vond war-raog e-kerz an hanter-kant vloaz tremenet. Kaer e-neus beza leonard, ar veleien nag an aotrounez ne blijont ket re dezañ. Fent a zo koulskoude en e leor. Ha pajennadou fromuz ive, da skwer pa gont e oa bet en em grouget e dad-koz er brezel all ha… pa n'eo ket bet lazet e dad e-kerz ar brezel diweza.

N'eo ket konta e vuhez e-neus greet Jean Rohou nemetken : anez da ze, 'vije bet heñvel e leor ouz eur bern reou all euz ar memez seurt. Eñ e-neus fellet dezañ rei an tu d'e lennerien da gompren petra oa gwechall. Evid mond gwelloh a ze war-raog, avad.

Hanter miz kerzu 2005, e-neus bet J. Rohou unan euz priziou Skrivagnerien ar Hornog ("les Ecrivains de l'Ouest") e ti-kêr Roazon.

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Eur stal sandwichou e Brest (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Eur stal sandwichou e Brest
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah