BandeauVague

Ober gand ar brezoneg hirio

BROUDIG (Fañch). - Ar brezoneg hag ar vrezonegerien e 1991. Eun enklask bet kaset da benn gand "TMO-Ouest". - BRUD NEVEZ, n° 143, meurz 1991, p. 20-60.

BROUDIG (Fañch). - Ar brezoneg hag ar vrezonegerien e 1997. Eun enklask bet kaset da benn gand "TMO-Régions". - BRUD NEVEZ, n° 207, genver 1998, p. 5-59.

implijbgEn deiz a hirio, eh eo dre soñdajou e heller ar gwella dond a-benn da houzoud gand ped a dud e vez komzet eur yez bennag. E 1990-91, e oa bet greet eun enklask kenta diwar-benn implij ar brezoneg. Seiz vloaz da houde, ez eus bet greet unan all.

Peadra a zo da veza souezet war-lerh an enklask-mañ, hag a zo bet kaset da benn a-nevez gand TMO, euz Roazon : rag seiz vloaz goude, ne oa ket bet digresket niver ar vrezonegerien, pe nemeur. Med arabad boud laouen re vuan : n'eo netra ken nemed abalamour ma oant kosaet euz a galz. An deiz a hirio, zo 2 vrezoneger diwar 3 hag a zo en tu-hont da 60 vloaz…

 

Taolenn ar studi

  • Raglavar
  • Brezoneg a gomprenit ?
  • Brezoneg a gomzit ?
  • Lenn brezoneg
  • Skriva brezoneg
  • Yez ar re goz, muioh-mui
  • Piou ar vrezonegerien, a-hend-all ?
  • Pegen aliez e komzit brezoneg ?
  • Petra a blij deoh kaozeal ?
  • Peleh e komzer brezoneg ?
  • Gand piou e komzer brezoneg ?
  • Penaoz ho-peus desket brezoneg ?
  • A-raog mond d'ar skol…
  • Ar vugale hag o zud…
  • Daoust ha red eo mired ar brezoneg ?
  • Daoust ha padoud a ray ar brezoneg ?
  • Ar brezoneg er skol
  • Ar brezoneg er radio hag en tele
  • Ar panellou en diou yez
  • Beza Breizad ha komz brezoneg
  • Peseurt lañs ?
  • Pegement a vrezonegerien a zo ?

 

Brezoneg a gomzit ive ?

Etre ar re a gompren "mad-tre" hag ar re gompren "mad a-walh", en em gaver gand 31% a dud o kompren. An dra-ze a ra tro 370 000 a dud e Breiz-izel.

Ar re a gomz a zo nebeutoh anezo.

komzE-keñver ar re a gompren, 'zo eun hanter nebeutoh o veza kat da gaozeal : 20% nemetken en oll, etre ar re a zo gouest da gomz "mad-tre" hag ar re a ra "mad a-walh". Talvezoud a ra an dregantad-mañ a zo tro 240 000 a vrezonegerien en Breiz-Izel (oajet a 15 vloaz da nebeuta).

E 1991, e oa 21% : da lavared eo, n'eus ket bet a goll, pe nemeur, abaoe 7 vloaz. Peadra a zo da veza souezet gand kement-mañ eun tamm mad, rag en gortoz e oa peb unan e vije bet koazet c'hoaz niver ar vrezonegerien. Med arabad boud laouen re vuan : ma n'eo ket bet diskennet an niver a vrezonegerien abaoe seiz vloaz, eh eo netra ken med abalamour ma h int bet kosaet, evel a vo gwelet pelloh.

Hirio, eur hard all deuz an dud a vez laret ganto e hellont distripa eur ger bennag. Med ouspenn eun hanter frank n'ouzont tamm brezoneg ebed.

 

Yez ar re goz, muioh-mui

Ma vez ingalet ar vrezonegerien hervez an oad o-deus, emaom kerkent o vond da weled n'eus ket deuz outo, pe nemeur, e-touez ar re yaouanka.

Ar pez a sko an daoulagad eo o-deus eun hanter deuz ar vrezonegerien etre 60 vloaz ha 74 vloaz. Ma laker ive da heul ar re-mañ ar re hag o-deus tapet dija o 75 vloaz hag ouspenn, e sav an dregantad da 67%. Da lavared eo, a zo hirio an deiz daou vrezoneger diwar dri hag a zo en tu-hont da 60 vloaz. An dra-mañ a dalv penaoz zo war-dro 160 000 a vrezonegerien (diwar 240 000 eta) hag o-deus dibaseet an oad a 60 vloaz. Seiz vloaz 'zo, ne oa ket ken gwaz an traou : neuze, ne oa nemed 45% deuz ar vrezonegerien o veza oajet a 60 vloaz da nebeuta.

'Barz ar gont-se, anad eo n'eus ket kalz a dud er rummajou yaouanka : a-boan ma weler war an dresadenn n'eus nemed 0,5% e-touez ar re 15-19 vloaz. E rumm ar re 20-39 bloaz, a zo 5% anezo. En oll, dindan 40 vloaz, e hallje beza war-dro 13 000 a dud o houzoud brezoneg a-walh da gaozeal anezañ. Chom a ra neuze 67 000 a dud e rumm ar re 40-59 bloaz, da lared eo 28%.

Evid lenn, eo ar memestra : 60% deuz ar re a zo gouest da lenn brezoneg a zo eet en tu all da 60 vloaz. 12% a zo evelkent dindan 40 vloaz.

Evid pez a zell skriva, eo gwasoh c'hoaz : n'eus nemed unanig bennag dindan 40 vloaz o houzoud ober. En gwirionez, eo adarre e-touez ar re hag o-deus dibaseet an oad a 60 vloaz - ha n'eo ket souezuz, en eur mod - e kaver ar muia a dud o tisklêria eh ouzont skriva brezoneg :

- 13% e rumm ar re 60-74 vloaz;
- 17% e rumm ar re hag a zo kosoh evid 75 vloaz. Ha c'hoaz, e lavaront kazimant oll n'ouzont ket skriva gwall-vad

 

Petra 'gavit ar gwella kaozeal ?

Pa houlenner digand ar vrezonegerien : "daoust ha brezoneg pe halleg a gaozeit an aliesa", sed amañ o respoññchou :

  • gand 12% anezo e vez anzavet e 1997 e komzont brezoneg aliesoh evid galleg (e leh 12% e 1991)
  • 10% a vez laret ganto e komzont an eil yez hag eben kement ha kement (e leh 7% e 1991)
  • ha gand 77% e vez disklêriet e komzont muioh a halleg evid a vrezoneg (e leh 74% kentoh).

Eun disterra eo kresket an dregantad deuz ar re hag a gomz nebeutoh evid galleg. War rouesaad eo eet avad ar re hag a gustum ober muioh gand ar brezoneg evid na reont gand ar yez all. Evid al lodenn vrasa deuz ar vrezonegerien, ar brezoneg n'eo ket ar yez a reont ganti ar muia.

Pa vez goulennet digand ar vrezonegerien bepred : "petra blij deoh kaozeal ?", eo disheñvel ar respoñchou hervez an oad o-deus ar re emaer o kaozeal ganto.

Gand ar vugale hag ar re yaouank, 95% deuz ar vrezonegerien a gav gwelloh kaozeal galleg. En eur stumm, n'eo ket iskiz, peogwir eh ouzom eo koz al lodenn vrasa deuz ar vrezonegerien, ha pa h ouzom ive ne oar ket ar yaouankiz a vrezoneg nemeur.

Setu perag ive moarvad o-deus ar vrezonegerien ar zantimant da gaozeal an diou yez hanter-hanter, tost da vad, p'emaint gand tud deuz o oad.

item8An tech avad a zo kaozeal brezoneg gand ar re goz. Ar hontrol kazimant deuz ar pez a reer gand ar re yaouank. Goulennet ez eus bet digand an dud peseurt yez a gavont ar gwella kaozeal gand ar re yaouank, ar re zo memez oad ganto hag ar re zo kosoh evito.

 

N'eus forz penaoz, ne vo ket kaozeet ar memez yez adaleg ma vez unan bennag en eur strollad pe en eur bodad-tud ha ne oar ket a vrezoneg :

  • ma oar an oll brezoneg, ez eus 79,5% a gavo kerkoulz brezonega, ha 18% a gomzo galleg evelkent
  • adaleg ma zo unan bennag ne oar ket a vrezoneg, ne vo nemed 7% o komz brezoneg, ha 90% ah ayo war galleg.

Al lañs a zo gand ar galleg eta, peogwir e kavo gwelloh kerkent eur brezoneger kaozeal galleg adaleg ma vo unan bennag en eur bodad-tud ha ne ouio ket a vrezoneg. Ar hontrol-mik a vo evelato pa ouio an oll brezoneg. War ar poent-mañ eo kreñvaet implij ar brezoneg e-keñver 1991.

 

Ar brezoneg hag ar skol

Dre vraz, n'eo ket bet cheñchet santimant an dud, evid pez a zell kelennadurez ar brezoneg. E 1991, e oa dija 77,5% deuz an dud a-du evid ma vefe kelennet ar yez er skoliou. Hirio, eo dam-heñvel an dregantad, peogwir e sav da 80%.

Ar pez a zo cheñchet avad, eo menoziou an dud diwar-benn ar seurt kelennadurez a rankfed pourchas d'ar vugale. E-touez ar re hag a zo a-du gand kelennadurez ar yez, ez eus

  • 72% a zoñj dezo eo tra-walh e vefe di-red en oll skoliou (e leh 88,5% e 1991)
  • 16% a gav dezo e rank beza kelennet er skoliou spisializet evel Diwan pe er hlasou diou-yezeg nemetken (e leh 8,5% a-raog)
  • 16% ive a lar eo red kelenn brezoneg en oll skoliou (e leh 2,5% nemetken seiz vloaz kentoh)
  • ha 5% a jom heb respont (pa ne oa bemed 0,5% e 1991)

Bepred ema al lodenn vrasa deuz an dud evid ma vefe kelennet brezoneg en eun doare di-red en oll skoloiou. Med ma zo 5% a dud bremañ ha n'ouzont ket petra respont, eo kresket euz a galz ar re hag a zoñj gante e vefe mad lakaad an oll vugale da zeski brezoneg en oll skoliou, ha dreist-oll eo kresket deuz eun hanter ar re hag a gav dezo ema ar brezoneg da veza kelennet nemetken e skoliou spisializet evel Diwan pe ar hlasou diou-yezeg. Sed hag a ziskouez al lañs a zo gand ar skoliou-mañ ; sed hag a ziskouez ive penaoz int gwelet mad, kalz muioh evid na oant e 1991 da nebeuta.

Dao teurel evez deuz an dregantajou a-hend-all. Ar re a-uz, c'hoaz eur wech, a zo bet kontet diwar ar 80% deuz an dud hag a zo a-du gand kelennadurez ar brezoneg.

 

Ped a vrezonegerien a zo da vad ?

Meur a dra a zo bet lakeet war-wel da geñver an enklask a zo bet renet gand "TMO-Régions" e miz ebrel 97. Mad eo deom lakaad bremañ kichen-ha-kichen ar chifrou-diazez on-eus kavet evid pez a zell implij ar yez :

item8 

  • 370 000 a dud a zo kat da gompren
  • 240 000 a dud a zo kat da gaozeal
  • 180 000 a dud a oar lenn
  • 100 000 a dud a oar skriva

Ar chifrou-mañ eo red - evel just - tôler evez da implijoud anezo n'eus forz penaoz. Gwelet on-eus uhelloh penaoz

  • eun hanter deuz ar re a zo gouest da gaozeal ne reont ket nemeur
  • al lodenn vrasa deuz ar re a zo kat da lenn ha da skriva, sañset, o-deus eun tamm mad a boan da ober, hag e gwirionez ne reont ket.

Red eo derhel kont deuz eun dra bennag all hag a zo a-bouez : eo ne dalvez an dregantajou hag ar sifrou a-uz nemed evid an dud hag a zo oajet a 15 vloaz da nebeuta. A-dra-zur, n'eus ket kalz a re yaouank dindan 15 vloaz o houzoud brezoneg ive. Ma vez dalhet kont ive deuz ar re yaouank, e teu an dregantajou brezonegerien da veza eun tamm mad izelloh :

  • kat da gompren : 25%
  • kat da gaozeal : 16%
  • a oar lenn : 12%
  • a oar skriva : 7%

Addigas a ran ive da zoñj n'eo bet greet an enklask-mañ, evid meur a rêzon, nemed en Breiz-Izel : dibosubl eh eo, 'barz ar gont-se, disklêria pegement a dud a zo en Breiz-Uhel o houzoud brezoneg ive. Bez' e hellom da nebeuta jedi pesort pouez o-deus brezonegerien Breiz-Izel en Breiz a-bez. Ma zo 240 000 a dud oh anavezoud ar yez en Breiz-Izel, emaint dindan an 10% deuz an dud e Breiz ar pevar departamant, ha ne rafent ket muioh evid 6% e Breiz ar pemp departamant.

Rag 240 000 a dud o veza kat da gaozeal brezoneg en Breiz-Izel a ra…

  • 20,0% euz an dud oajet a 15 vloaz hag ouspenn en Breiz-Izel
  • 16,0% euz ar boblañs a-bez en Breiz-Izel
  • 8,5% euz ar boblañs a-bez e Breiz ar 4 departamant
  • 6,0% euz ar boblañs a-bez e Breiz ar 5 departamant

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Eur radio e brezoneg penn-da-benn e Landerne (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Ar radio Arvorig FM e Landerne

Piou a oar brezoneg ?

Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah