![]() |
|
Hervez an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz |
||
Enklask an INSEE e 1999 Le Boëtté (Isabelle). - Langue bretonne et autres langues : pratique et transmission. - Octant, n° 92, janvier 2003, p. 18-22. E 1999, m'ho-peus dalhet soñj, e oa bet galvet an oll Frañsizien da respont da houlennou an INSEE da geñver an niveridigez. Evid ar wech kenta, e oa bet greet ive goulennou, da geñver an digouez-ze, diwar-benn ar yezou ma ra an dud ganto : biskoaz ne oa bet greet kemend-all abaoe an enklaskou a oa bet kaset da benn e 1806 gand Charles Coquebert de Monbret, hag a oa o labourad en amzer Napoleon koz e Bureo ar Statistikou. Sed hag a ro da intent peseurt talvoudegez a zo gand ar studiadenn ema Isabelle Le Boëtté o paouez embann war "Octant", kelaouenn an INSEE e Breiz. E gwirionez, diwar-benn ar yezou, n'eus ket bet greet goulennou ouz an oll Frañsizien : da studia peseurt yezou a vez greet ganto, n'eus bet greet goulennou nemed da heul eun enklask anvet "Studi istor ar famillou". Daoust da ze, n'eus nemed an INSEE o helloud ober seurt enklaskou war 380 000 a dud vraz oajet a 18 vloaz da nebeuta e Frañs a-bez, 40 000 anezo o veza o chom e Breiz. Tri goulenn a oa bet greet outo :
Taoler evez a vo greet da genta e ra an INSEE evel pa ouife an oll galleg e Frañs : ne vefen ket estonet koulskoude ma vefe eun toullad estrañjourien ha n'ouzont ger galleg ebed evid c'hoaz. Evid pez a zell ar brezoneg, e hell an INSEE disklêria ez eus 257 000 a dud, e rannvro Breiz, hag a zigouez ganto kaozeal brezoneg eur wech an amzer da nebeuta. An dra-ze a ra eun dregantad a 12% euz an dud vraz oajet a 18 vloaz da nebeuta hag a zo o chom er rannvro. Med n'eo ket ar galleg hag ar brezoneg ar yezou nemeto a gomzer e Breiz. Bez' ez eus ive :
Dre ma zo eur serten kont a dud hag a oar muioh evid diou yez, eo 428 000 a Vretoned a zo en oll hag a zo gouest da gomz, eur wech an amzer na pa ve ken, en eur yez all estreged galleg. : ober a ra kement-mañ muioh evid 20% deuz an dud vraz hag a zo o chom er rannvro. Ema ar wirionez avad gand Isabelle Le Boëtté pa zispleg ez eus eun diforh braz etre kaozeal brezoneg hag ober gand unan deuz ar yezou estrañjour a vez komzet ive e Breiz : evid pez a zell ar vrezonegerien, eo 7 diwar 8 anezo hag a zo bet desket gand o zud (war varlenn o mamm); padal, ar zaoznegerien n'eus nemed 1 anezo diwar 17 o veza bet desket gand e dud. Sklêr eo eta eo er skol e vez desket peurliesa ar yezou estrañjour. Ouspenn ze eo ar studierien, ar vistri hag ar micheriou liberal a ra ar muia gand yezou estrañjour evelse. Daoust hag-eñ ez eus peadra da veza souezet gand chifrou an INSEE ? Evid ar yezou all estreged ar brezoneg, ez int a-dra-zur eun nevezenti, dre ma ne oa ket tu, beteg vremañ, da houzoud pegement a dud a oa da vad oh ober ganto. Eun tamm mad êsoh e vo diwar vremañ studia an implij a vez greet deuz ar yezou, en oll, war zouar Breiz. Evid pez a zell ar brezoneg, eo damdost ar chifrou nevez diouz ar re a oa bet laket war wel e-kerz ar bloaveziou tremenet gand TMO-Régions da heul ar soñdajou bet greet gantañ. Hervez an enklask a oa bet greet e 1997 , eo 240 000 a vrezonegerien a zo e Breiz-Izel : da lavared eo, ez eus 20% a dud oajet da nebeuta a 15 vloaz, o veza kat da gomz brezoneg. Daoust pegen dister an diforh etre an daou gont - 257 000 e Breiz a-bez, 240 000 e Breiz-Izel - e ranker derhel kont, evel just, n'eo ket bet greet an daou enklask nag er memez terouar, nag er memez doare. Ouspenn, kalz muioh a dud a zo bet goulennatatet gand an INSEE, hag ar goulennou ne oant ket tr ar memez re. Poueza a ra Isabelle Le Boëtté, gand eun tamm mad a skiant vad, war ar fed ma ne vez ket komzet kement a vrezoneg e peb leh e Breiz, ha ne heller ket ober, emezi (ha daoust d'ar pez a glasker a-wechou rei deom da gredi), evel ma ne vefe diforh ebed war ar poent-se etre Breiz-Izel ha Breiz-Uhel. E departamant Penn-ar-Bed eo a zo ar muia a vrezonegerien (da lavared eo 20%, pez a zo an dregantad a oa bet kavet gand TMO-Régions evid Breiz-Izel a-bez), hag en hini an Il-ha-Gwilen eo a zo an nebeuta (2% nemetken) : med daoust ha ken dihortoz-ze eo kement-mañ, a-benn ar fin ? Diêsoh a ze kompren perag neuze n'he-deus ket plah an INSEE dalhet kont deuz harzou ar brezoneg evid studial an daou zepartamant all a zo er rannvro, hag eo tra-walh dezi lavared ez eus 15% a vrezonegerien en Aojou-an-Arvor hag 11% er Morbihan, heb mond pelloh. Da gredi zo koulskoude n'eus ket kalz muioh a vrezonegerien kostez Dinam pe Lamballe evid na 'z eus en Il-ha-Gwilen, pa zo kalz muioh e bro-Dreger evid na 'z eus memez e Penn-ar-Bed. Hervez ar soñdajou a oa bet greet e bro-Dreger e 1997 hag e 1999, ez eus eno muioh evid 30% a dud o vrezonega ! N'eo ket evid se n'eus ket a vrezonegerien e leh all. O veza ma zo bet eur serten kont a Vreiz-Izeliz o tivroa, e kaver ive tud hag a gomz brezoneg a-wechou er rannvroiou hag en departamanchou e-kichen, evel al Liger-Atlantel (0,7%), ar Mayenne hag ar Manche, hag evel just e kostez Pariz (dreist-oll e departamant an Yvelines). Gand se, eo en oll 297 000 a dud a zo e Frañs o helloud komz brezoneg . Ne vez ket dislaret gand an INSEE, pell ahane, toud ar studiadennou a oa bet savet a-raog a-drugarez d'ar soñdajou a oa bet greet, hini 1997 dreist-oll:
Aze ze e weler n'eo ket direbech ar studiadenn a zo bet embannet gand an INSEE. Lavared a reer deom, da skwer, "eo bet disklêriet gand 3% deuz an dud hag o-deus bugale dindan 25 bloaz e komzont brezoneg outo". Med en eun doare ordinal pe eur wech an amzer nemetken ? Ne lavarer ket deom. Ouspenn ze, e vije bet mad gouzoud ped vloaz eh eo ar vugale-ze hag a vez komzet brezoneg outo hirio an deiz. N'eus forz penaoz, an drived deuz ar goulennou bet greet gand an INSEE da geñver an enklask n'eo ket splann : tra-walh eo beza respontet "ya, digouezoud a ra ganin kaozeal en eur yez all estreged ar galleg", evid beza laket da vrezoneger pe da zaozneger… Med ne heller ket en doare-ze gouzoud tamm ebed ha kaozeal a ra an den mad-tre pe distripa nemetken (pez a hell beza tra-walh evid "diskuti" gand unan bennag)… Ne heller ket gouzoud kennebeud pegen aliez e vez komzet er yez-mañ-yez gand unan bennag (dalhmad, aliez-kenan, pe gwech ha gwech all…). Talvouduz-meurbed eo enklask an INSEE, med n'eo ket evid se ne vo ket ezomm d'ober soñdajou hag enklaskou all war an dachenn da studia en eun doare all an implij a ra an dud deuz ar yez-mañ-yez : n'eus nemed soñjal e heller ober meur a zeg goulenn da geñver eur soñdaj, pa n'eus bet greet nemed 3 gand an INSEE… Eun dra bennag all c'hoaz : tud an INSEE, war a zeblant, n'o-deus ket eur bern anaoudegez e-keñver "sociolinguistique", pa gred dezo n'eus bet "diglossie" e Breiz nemed etre 1940 hag 50. Med a-raog e oa, hag abaoe zo c'hoaz ! Evel just, enklask an INSEE a vez diskouezet gantañ eo deuet ar galleg da veza treh e-kerz an 20ved kantved. Da nebeuta, ar yezou n'int ket ken eun tabou e Frañs, evid paotred ar statistikou hag an demografiez bepred. Evid ar wech kenta, e heller ive keñveria, diwar ar memez diazez, penaoz eo bet tremenet an traou en eil rannvro hag en eben. Etre ar rummajou kosa hag ar re yaouanka, zo 10 gwech nebeutoh a vrezonegerien dre amañ : en Alzas, zo kalz muioh a re yaouank o komz alzasianeg, hag er vro Vask ive o komz euskareg. Lavarom d'echui e vez rekouret al lenner gand an tresadennou brao hag e liou a vez kinniget ive gand I. Le Boetté. He fennad, zoken ma zo mankou e-barz, a lenno an oll re hag a zo dedennet gand planedenn ar yezou. |
|||||||
|
|
|||||||
|
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
© Fañch Broudic 2002 - 2009 |
|||||||
Eur poltred : Ti ar bomperien e Lanneur (Penn-ar-Bed).
Piou a oar brezoneg ?