Eun teñzor sevenadurel
ROUDAUT (Fañch), CROIX (Alain), BROUDIC (Fañch). - Les chemins du paradis = Taolennou ar baradoz / Poltrejou gand Padrig Sicard. - Douarnenez : Le Chasse-Marée / ed. de l'Estran, 1988. -188 p., skeud.
ISBN : 2-903708.15.0
War-dro 1620, eh en em gav Mikael an Noblez e Douarnenez, evid prezeg ouz an dud fidel. Evid en em zikour ha skoi gwelloh a ze war o sperejou, en em lak da zispaka kartennou, da ziskouez d'an dud fidel pehini an hent mad da heulia da honid ar baradoz…
Kartennou a seurt-se a vo dalhet d'ober ganto e-pad gwall-bell, beteg war-dro 1950 evid lavared mad. Mond a ree ar veleien a barrez da barrez, da brezeg da geñver ar "misionou". Bez' eh eo an taolennou ma reent ganto gwir vannou treset, ma weler ar Baradoz hag an Ifern o lugerni warno…
Biskoaz c'hoaz ne oa bet studiet an taolennou-ze, ha biskoaz ne oant bet dispaket abaoe m'eo ehanet ar visionerien d'ober ganto. Eur wir deñzor e-keñver an istor eo a zo diskuillet e-barz al leor-mañ hag a zo war ar memez tro eun testeni dreist-ordinal diwar-benn ar vuhez pemdezieg en Breiz e-pad tri-hant vloaz.
Embannet eo al leor gand galleg ha brezoneg keñver-ha-keñver.
Taolenn al leor
Digoradur
1. Kartennou Dom Mikael....
- Kartenn ar Huzuliou.
- An implij deuz ar hartennou.
- Kelenn Douarnenez.
- An tresa e servij an Aotrou Doue.
- An "hentcher".
2. Ar hartennou ha sevenadur ar Vro
- Eur gevredigez en he fez.
- Eur stumm spered.
- Plijaduriou ar vuhez.
3. An daouzeg taolenn klasel
- Eur hendalh pe eun troh ?
- Ar rnammennou dre skrid.
- Aroueziou ha gwirionded.
- Alhweziou d'intent eur vandenn dreset.
- Hent ar binijenn.
- Hent ar Baradoz.
- Hent an Ivern.
- Diou skwer a zisplegaduriou.
- An affeil er pehed.
- Ar berseverañs.
4. Tri hantved a cheñchamañchou
- Dibab eur patrom nevez a daolennou.
- Guillame Paillart : eur hwitadenn etre-daou.
- Eul lignez nevez a daolennou.
- Eun nebeud a gemmou.
- An taolennou modern.
- Red e oa modernaad.
- Ar jezuisted er penn kenta.
- "Kalonou" an Aotrou Grall hag ar re a zo deuet war-lerh.
- 1946 : ar glaouennou.
5. "Melezour an eneou" : Eun adsked euz ar gevredigez ?
- Dillajou koz ha giziou nevez.
- Ar plijaduriou.
- An dañsou.
- "Ar vezventi milliget".
- An ekonomiez.
- Menoziou ha politikerez.
6. An daolennerien hag o zelaouerien.
- Liverien an taolennou.
- Ar veleien dizunvan.
- Ar vicher a daolenner.
- An digemer greet d'an taolennou.
Klozadur.
Mamennou ha skridou.
Al leor troet e japaneg
Troet eo bet "Taolennou ar baradoz" - leor F. Roudaut, A. Croix ha F. Broudic - e japaneg.
Kioshi Hara eo e-neus savet an droidigez.
Embannet eo bet an droidigez e 1996 gand : NIHON EDITOR SCHOOL LTD PUBLIHERS, TOKYO.
ISBN 4-88888-252-5.

Eul leor all a oa bet embannet a-raog dija gand Kioshi Hara diwar-benn ar brezoneg.
Ar visionerien ? Gwir stared !
Eur seurt emgleo a zo etre an daolennerien hag an dud fidel, hag a zigas da zoñj deuz ar c'hoariva, pa vez aliez c'hoarierien hag arvesterien a-unvan. Keñveria a heller c'hoaz heb diêzamant, gand ar ganerien werziou, lakom, hag a ziskoueze imajou ive, en eur vond deuz eur foar d'eur pardon. M'o-doa, e gwirionez, an daolennerien eur plas deuz an dibab er skwadrennou misionerien, e oa dreist-oll abalamour ma ouient ober evel pa vijent bet o c'hoari pez. Deuz pez a skriv Le Bail e 1898 en e raport diwar ar misionou, "ar seurt c'hoari pez-se, a vez rebechet d'on taolennou en eun doare diskiant gand tud a zo troet a-eneb deom, (... ) na vez ken dioutañ tamm ebed, ken parfed ha karantezuz eo ar gelennadurez kristen".
Da weled ! Taolennerien 'zo, da vihanna, a zo gwir stared, hag en em blijer o konta ped gwech o-deus prezeget : "an Ao. Bohec, person Plonevez-ar-Faou, e-neus displeget (an taolennou) gwechall evid ar 155ved gwech" (Le Bail), pe c'hoaz Balanant, hag a zo, e 1909, o "tostaad deuz e 150ved Mision". An oll veleien-ze, hag a zelle outo o-unan gand rêzon da genta evel deuz komzerien zakr dreist-oll, o-doa ive donezonou evid mond dirag an dud.
Setu aze moarvad perag e reas o doare prezegenni dre zelled ha kleved kement a verz, beteg ar mare ma ne hellas ken derhel penn da zoareou all modernnoh.
© Le Chasse-Marée.
|