![]() |
|
Leoriou brezoneg gand Fañch Broudig |
||
Skridvarnerez |
||||
|
Roparz, Jakez hag o diskibien. 43 bennad a skridvarnerez. - Brest : Ar Skol Vrezoneg, 1993. - 248 p. ISBN : 2-906373-31-1. Kaer a zo, ar re a lenn hag a skriv brezoneg a zo oll levezonet hirio gand skol Walarn, hag e mod Splann e vo an dra d'an neb a lenno an dastumad-mañ. Skridvarn - pe burutellad - n'eo nag abegi na pismiga. N'eo ket dispenn kennebeud. Ze ne vir ket ouz ar skridvarner da zisklêria e breferañsou ha da zibab. Sed ar pez o-deus greet skridvarnerien v/Brud ha Brud Nevez, e-pad eun tregont vloaz bennag. Ha kignad o-deus kredet ober ive a-wechou… Daoust ha tabuterez eo euz o ferz ? Hiniennou a gave dezo, hag a oa prest da skrijal. E gwirionez, al leor-mañ a zo anezañ eun daolenn reiz ha dibistig euz lennegez vrezoneg on amzer. Ha setu perag e talvezo da gement hini a zo dedennet d'en em zoñjal war ar pez ez eo ha war ar pez a vo. Ouspenn 40 skrivagner a studier amañ o skridou :
Ar re o-deus savet ar pennadou :
10 euz ar pennadou a zo bet savet gand F. Broudig, hag emaint diwar-benn :
A. ar Merser : Raglavar Skridvarnerez
Barzonegou
Danevellou
Romanchou
Peziou-c'hoari
Eñvorennou
A beb seurt
Kañvou
Fanch PERU : Ur c'huzhiad avalou douss-trenk. Emb. Skol Vreizh. Feiz 'vad, sed amañ eul leorig hag a zo bet kavet dezañ eun titr hag a zere mad outañ : Ur C'huzhiad avaloù douss-trenk. Kinniget int evel kontadennou ha danevellou berr, hag eh int. N'eus nemed deg oh ober al leor, sed pa ne ra al leor nemed 80 pajenn, pa 'h eo a vent vihan ha pa 'h eo braz al lizerennou e-barz (lizerennou mekanik-da-skriva int), ne vez ket gwall-bell an nen o lonka an eil war-lerh eben euz an danevellou. Douget e vez d'hen ober, ouspenn-ze, pa zo danvez ha stumm gand ar re genta. Istor eur micherour koad hag a larer dezañ eur zadornvez da noz, p'eo achu e zizun, n'eus ket a labour dezañ ken. Trubuillou ha poaniou-spered ar re veo o tond da dorri e benn d'an den -e karg euz bered Langaer. Gwall-blanedenn an hini ne felle ket dezañ mond d'an ospital. Sed aze teir danevell, da zigori al leor, ha a ro dezañ e dalvoudegez, gand just ar pez a zo ezomrn a zivizou hag eun daolenn reiz euz an darvoudou, evid ma vefe war bep hini anezo blaz ar wirionez (…).
Tudual HUON : Ar chalboter hunvreou. Emb. Al Liamm. (…) Rag an dud a zo bet treset gand T. Huon en e gontadennou n'int ket tud hlan. Evel a skrive Y.B. Piriou e leh all, pri ha teil a zo warno, ha kaoh ive, respet deoh. A-benn ar fin, echui fall eo a ra an danevellou meur a wech. Ha teñval int. Hen gweled mad a reer er pennad e-neus savet war-lerh al lano du (daoust hag eun danevell pe eur varzoneg eo ?) : "ne vo dasorhidigez ebed, emezañ, n'eo nemed skraperez ha laeroñsi, gaou ha koumoul..." Eul leor teñval, marteze, ya, ha koulskoude eul leor a fiziañs, en eur stumm. Rag eur goapaer a zo ive euz ar skrivagner, ha yahuz eo aliez e feson d'ober goap. An taol e-neus zoken da lakaad al lenner da hoarzin pe da fenti diwar-goust hini pe hini. Ken yahuz all eo ar brezoneg ma ra gantan Tudual Huon. Eur wechig an amzer hepken e kaver dihortoz an implij a ra euz geriou 'zo. A-hend-all avad, e oar eñ kaoud ar ger just, dibab mad e heriou, ober gand eun dro-lavar hweg. Goud a oar skriva, se zo sur (…).
Visant SEITE : Ar marh reiz. E Bro-Leon gwechall. Skeudennou gand Joel-Jim Sevellec. Emb. Emgleo Breiz. (…) Gand peb tra e oa plijet Visantig ez-yaouank war ar mêz, gand labour an douar, gand al labouriou-dorn, gand an troha foenn, gand ar beilladegou... Euruz e oa an dud: "den ne glemme, digemeret e veze ar vuhez evel ma teue... Eun tamm mizer ne rea ket d'an dud en em zistruja evel bremañ"... An tad Medar ne lavare netra all en e "Dri Aotrou". Eveltañ e skriv ive Visant Seite eo ar feiz a zikoure an oll da zerhel penn, ha da houzañv pa veze red : "ar Feiz a roe nerz". Nag a ziforh daoust da ze etre an daou leor, n'eo ket prest e vefe warno ar memez blaz. Dre ar munud, e-neus kontet an tad kabusin peseurt daremprejou a oa e penn kenta ar hantved etre aotrounez eur barrez (an Aotrou Maner, an Aotrou Person hag... an Aotrou Doue), peseurt daremprejou a zujidigez ive etrezo ha tud ar barrez. Muioh a evez e-neus taolet ar frer euz urz Ploermel ouz an natur, ouz kaerder al labouriou hag an doareou war ar mêz, ha nebeutoh ouz ar pez a zoñje an dud hag ouz an daremprejou etrezo. Eur bed dififiv a-walh e-neus taolennet, unan ha ne zeblant ket e vefe bet ennañ aliez abeg da galz a zisplijadur, eur bed didrubuill, gand nebeud a veh ha nebeud a grogadou, da weled, etre an dud. Ken reiz e oa an dud hag o hezeg (…) |
|||||||
|
|
|||||||
|
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
|
|||||||
© Fañch Broudic 2002 - 2009 |
|||||||
Eur poltred : Eun ti-krampouez e Roazon (Il-ha-Gwilen).