BandeauVague

Leoriou brezoneg gand Fañch Broudig

Combes a-eneb ar brezoneg

BROUDIG (Fañch). - Combes a-eneb ar brezoneg. - Brest : Brud Nevez, 1998. - 127 p. - (Leoriou bihan Brud Nevez, 2).

ISBN : 2-86775-174-X

100 vloaz 'zo, eo bet digemeret e Frañs al lezenn Disparti etre an Ilizou hag ar Stad. Med tri bloaz a-raog e oa bet beh dija, dreist-oll e Breiz, etre ar gouarnamant hag ar gatoliked.

Golo al leor "Combes a-eneb ar brezoneg"Rag e 1902 setu ar gouarnamant renet gand Emil Combes o tivenn ouz ar veleien ober gand ar brezoneg evid prezeg hag evid ober katekiz. Kerkent e teu "Kroaz ar Vretoned", ar gazetenn gatolik renet gand F. Vallée, da gounnari : "al liberte a zo gwasket !"

Eun dibab deuz ar pennadou embannet war ar Groaz etre 1902 ha 1905 diwar-benn an afer-ze eo a vo kavet el leor-mañ.

Sklêrijenna ahanom a ray an dibab a bennadou-mañ war ar pez a zoñje e penn kenta ar hantved ar re a felle dezo "sôvetaad war eun dro ar Vro, ar Yez hag ar Feiz". Ha klokaad al leor a zo bet embannet ahendall en galleg e ti "Coop Breizh" diwar-benn ar memez sujed : "L'interdiction du breton en 1902".

 

Ar Vretoned a-eneb Combes

Raglavar al leor

E fin ar bloaz 1902, d'an 29 a viz gwengolo, eh embannas Prezidant ar Huzul - evel a veze anvet da neuze ar Henta Ministr - eur helhlizer o tivenn ouz ar veleien prezegenni nag ober katekiz en brezoneg. Emile Combes eo a oa ar Prezidant, hag e oa war ar memez tro Ministr an Diabarz hag ar Hult. Hervezañ, ne oa nemed ar galleg hag a helle ar veleien ober gantañ. Ar re ne fellje ket dezo senti, ne resevjent ken a hopr digand ar Stad , hag e gwirionez, 127 a veleien deuz a Vreiz-Izel a vo tennet o fê diganto etre 1903 ha 1904, war zigarez ma reent eur "gwall-implij" deuz ar brezoneg en o ilizou.

Eur bern cholori a zo bet dre ar vro e-pad eun toullad bloaveziou, diwar goust ar helhlizer-ze. An eskibien hag an dud a iliz a zavas o mouez a-eneb, evel just. An tu dehou a reas ar memestra. Med n'eo ket ind-i nemetken : republikaned 'zo, hag a oa a-du a-hend-all gand ar bolitikerez a veze renet a-eneb an Iliz hag ar veleien gand ar gouarnamant, a gredas dislared Combes war ar poent-se ha divenn ar brezoneg.

Biskoaz, a gav din, n'eus bet kemend-all a reuz er vro abalamour d'ar brezoneg. Kaset e veze an archerien war varh pe war droad d'ober tro ar parreziou, da houzoud e peseurt yez e veze greet ar zarmoniou hag ar hatekiz. E Lezneven en em vodas 200 maer deuz Penn-ar-Bed, hag a zisklêrias e oant prest da zizenti ouz ar reolennou nevez, ha bodadegou all a oa bet c'hoaz er Morbihan. Enklaskou a oe greet war houlenn Aotrou 'n Eskob Kemper ha Leon ha war urz Prefed Penn ar Bed. An tri guzul jeneral deuz a Vreiz-Izel a votas a-eneb ar helhlizer. Tabut a oe beteg e Kambr an Deputeed hag er Senad. Pennadou a veze e-leiz war ar hazetennou.

An istor-ze eo am-eus studiet dre ar munut en eul leor a 180 pajennad a zo o paouez beza embannet gand "Coop Breizh" : "L'interdiction du breton en 1902. La IIIe République contre les langues régionales" : rag en galleg eo ema skrivet al lodenn vrasa deuz an diellou a zo bet miret war an afer-ze. Al leor-ze a ranker da lenn eta, evid gouzoud petra oa da vad implij ar brezoneg e penn kenta ar hantved e-touez an dud vraz koulz hag e-touez ar vugale, pehini oa santimant gwirion ar veleien hag an eskibien e-keñver yez, petra 'zoñje ar skolaerien hag ar Brefeded.

El leor-ze e tisplegan ive penaoz ha perag eo deuet Combes da zivenn ar brezoneg en ilizou : evid ober brezel a-dra-zur d'ar veleien ha d'an dud a iliz hag a oa re vraz o galloud er vro d'ar houlz-se, deuz ar pez a zoñje ar republikaned hag al laiked; mez evid klask unani gwelloh ha kreñvoh Bro-Hall e-keñver yez koulz hag evel broad, se zo sklêr ive. Dija n'e-noa ket ar brezoneg a blas er skol abaoe 1897, pa oa bet disklêriet gand an Inspektor Akademiez Dosimont ne ranke beza klevet ger brezoneg ebed nag er hlasou nag er porziou-skol. Ar wech-mañ eo skarza ar yez deuz an ilizou a oa c'hoant d'ober.

Ma oa Combes a-eneb ar brezoneg avad, ar Vretoned - pe Bretoned 'zo da nebeuta - a oa a-eneb dezañ kerkoulz all. Anad eo an dra pa lenner eur gazetenn evel "Kroaz ar Vretoned". Bez' e oa homañ eur stagadenn da "La Croix des Côtes-du-Nord". Tamm ezomm ebed da zisklêria e oa 'barz ar gont-se eur gazetenn gatolik, ha krenn deuz tu ar virourien. Sizunieg e oa, war diou bajennad e 1902-04, war beder e 1905, ha skignet e veze dreist-oll en bro-Dreger, med lennet e veze evelkent gand tud kar-o-yez e leh all.

Frañsez Vallée eo a oa neuze e Sant-Brieg rener "Kroaz ar Vretoned". Nebeud a bennadou a zo bet sinet gantañ war-eeun, med divinoud a heller heb re a ziêzamant eo eñ e-neus skrivet eur halz deuz ar pennadou dizano. E genlabourerien a oa dreist-oll Dir-na-dor, hag a embannas "Pipi gonto" e 1902 justamant; Erwan Berthou, an drouiz-meur, hag a embannas eñ "Dre an delenn hag ar horn-boud" e 1904; Ar Yeoded, an ano-pluenn ma ree gantañ Aogust Bocher…

War "Groaz ar Vretoned", er bloaveziou-ze, e veze pennadou a beb seurt : marvaillou (evel "Ar penn-baz dero"); barzonegou (evel "Me gar va Breiz-Izel !" pe "Gwerz war dismantr Kêr Sant-Per ar Martinik"); kantikou ("Nouel nevez", "ar Basion"…). Moullet e veze ive war ar gazetenn keleier diwar ar henstrivadegou brezoneg, studiadennou diwar istor Breiz pe istor ar relijion ("Buhez Sant Milio"), pennadou diwar al labour-douar ("ar gwenan"…). War ar Groaz e veze embannet a-hend-all a zizun da zizun skridou evel "Ma beaj Jeruzalem" diwar bluenn Kloareg ar Wern, a-raog ne vefe greet leoriou deuz outo da houde. Ne veze ket a gaoz deuz politik dalhmad. A-raog votadeg ar 27 a viz ebrel 1902, eh embannas koulskoude "Kroaz ar Vretoned" eun heuliad pennadou da zisplega d'he lennerien sklêr hag anad "'vid piou vo dleet voti".

Adaleg ma teu ar gouarnamant renet gand Emile Combes d'ober brezel d'an urziou frered ha leanezed, ha pa deu da zivenn ouz ar veleien ober implij deuz ar brezoneg en o ilizou, neuze avad e teu "Kroaz ar Vretoned" da gounnari : "al liberte a zo gwasket !". War beb niverenn pe dost, e pako Combes e begement : Combes, "ar hakouz vil", "an torfetour", "an amprevan louz, an touseg fall hag hudur", mestr ar Frañmasoned ha mevel an diaoul, "an den milliget", "ar renead", "enebour on bro"… Tamall a reer outañ kaoud c'hoant da laha "hag on yez hag on feiz" dre berz eul "lezenn fallakr", beza eun "hader a varo", an hini a daol "eur vantell a vez war ar Republik"…

Setu ma 'm-eus soñjet e vije mad adembann eun dibab deuz ar pennadou bet moullet d'an ampoent war "Groaz ar Vretoned", an testennou nemeto pe dost bet savet en or yez diwar darvoudou 1902 hag ar bloaveziou war-lerh. Evelse e welo pep hini penaoz eh eo bet bevet an darvoudou-ze gand on henvroiz : anad a-walh, diwar ar pennadou, ne oa ket an oll Vretoned deuz ar memes aviz.

Vallée hag e genlabourerien, oh embann eur gazetenn vrezoneg, ne hellent beza evel just nemed a-eneb divizou Combes. Stag da vad - n'eus ket a voien da veza muioh - e oant ouz ar yez, hag evito "eur breton ne dle ket trei kein d'ar brezoneg… n'eus forz pegen braz desket e vije". Mez evito n'eo ket Combes an enebour gwasa d'ar yez (ha d'ar vro), enebourien all a oa : an diegi, an dizunvaniez, an diouiziegez… Ne oant ket evid se a-eneb ar galleg : "deskom ar galleg er skoliou… chomom stag d'ar brezoneg pa ne vo red a halleg". Ar galleg ah anzavent eo "yez ar penn", hag ar brezoneg "yez ar galon". Ha petra eo yez ar galon nemed hini an tiegez "ha dreist peb tra oll hini ar gelennadurez hag ar hreañsou kristen". An diou yez eta ne oant ket hervezo war ar memez renk.

Muioh evid ar yez c'hoaz, eo ar feiz eo a veze lakeet er penn a-raog gand "Kroaz ar Vretoned". Dindan talbenn ar gazetenn e veze moullet ingal ar hrenn-lavar anavezet eo "ar brezoneg hag ar feiz breur ha c'hoar en Breiz". Med estreged hemañ a oa, ha lenn a helled ive : "gand brezoneg eo deut ar feiz, Gand ar galleg ez aio a Vreiz". Ne houzañve ket ar Groaz e vije kaset al leanezed dre nerz er-mêz o skoliou, na heget "on beleien beteg en on ilizou", na greet an disterra gaou ouz ar Relijion.

"Dalhom d'on bro ha d'on feiz", a skrive c'hoaz "Kroaz ar Vretoned". Med petra oa "ar vro" evid ar gazetenn vrezoneg ? Ne lake ket, evel eo bet techet an Emzao d'ober goude, eun disparti pe eun troh splann etre "Breiz" ha "Bro-Hall". Breiz evel just eo "ar vro", ha Breiz-Izel muioh c'hoaz : "Breiz-Izel eo ar Vamm". Breiz-Uhel avad ne vez ket lakeet bepred da veza eul lodenn deuz Breiz, hag a-wechou e lenner traou hag a zouezo meur a hini en deiz a hirio : e niverenn ar 17 a viz ebrel 1904, e reer zoken deuz "Gallaoued Breiz-Uhel ar re wasa euz an oll Hallaoued"… Eun diforh a reer, war a zeblant, etre "Bro-Hall" hag "ar Frañs". Deuz eun tu e skriver o-deus "a-viskoaz ar Hallaoued bet droug ouz ar Vretoned", beteg diougani "ar Breizad d'ar Gall a vo treh !". Deuz eun tu all eh embanner a-raog ar botadegou : "Frañsizien, bet a-du gand Frañs ! Breiziz, bet a-du gand Breiz !"… Beb tro ma vez votadeg e tiskouez skrivagnerien ar Groaz beza Fransizien evel ar re all. Añfin, pas toutafed.

Rag ar Groaz sañset ne ra ket a bolitik, ha n'eo "na Bleiz na Monfort" : "me n'on na ruz na gwenn; me n'on nag evid ar Republik nag evid ar Roue, me zo hepken evid Breiz-Izel, ma mamm". He reolenn-vuhez eo "Doue hag ar Vro". Ar Vretoned, emezi, ne dleont kaoud nemed eur banniel, hini Breiz, ha sañset eo red dezo diwall da gerzed "war-lerh bannielou ar Frañsizien n'eus forz pehini vo o liou". Kement-mañ avad ne vir tamm ebed ket ouz ar gazetenn - er hontrol - da gemer penn-da-benn war he hont an tezennou a vez dispaket er Frañs a-bez gand an tu dehou hag ar virourien :

- Taoler an dismegañs war ar Republik.
- Goapaad "ar baotred ruz" - Taldir eo a ra.
- Divenn an arme, gand ma ne vo ket dizuj ar zoudarded.
- Nah ar skoliou dizoue.
- Enebi ouz ar hazetennou fall, al labour zul, ar hanaouennou sod, an dañsou hudur (evel ar polka), "ar sehed plijadureziou a zired warnom euz a beb tu"…

Roud a gaver ive war "Groaz ar Vretoned" deuz eur spered eneb an estrañjourien (gwelit penaoz en em gemer evid diskar unan hag a zo war ar renk e Keriti, war zigarez zo eul liou almaneg war e ano), ha dreist-oll deuz eur spered eneb ar Yuzevien : "c'hoant ho-peus da laoskad ho liberte, ho madou gand ar sosialisted, ar Judevien ?". Gwir eo n'eo ket echu tre an afer Dreyfus…

Gand se, n'eo ket souezuz ma zo Bretoned vad, ha re all ha n'int ket kerkoulz, kredabl. Ar re wella toud eo Leoniz. E-kerz an hañv 1902, o-deus gouezet ren "eur brezel ken kaer" eneb gouarnamant Combes : "o gwiskamant a vezo dre oll evel gwiskamant Soudarded ar Wirionez, hag o banniel, banniel ar Gwir eneb ar Bed". Padal, Landregeriz a reer mez dezo ha ne vo laret o ano "nemed gand dispriz" pa h eo bet mad dezo digemer eur skeudenn deuz Renan war blasenn an iliz-veur. Anatol ar Braz a vo tamallet dezañ beza deuet d'ober eur brezegenn e Landreger en enor d'ar brasa skrivagner bet ganet biskoaz eno : red e oa dibab etre Sant Erwan ha Renan, da lared eo, kement hag ober, etre Jezuz ha Barabaz ! Zoken e-touez ar veleien, he-deus ar Groaz eun tamm douetañs e vefe lod a vefe prest da brezeg en galleg evid derhel d'o yalh, pa zo lod all ha ne rafent nemed hervez o hoñsiañs hag a gendalh int da brezeg en brezoneg.

"Kroaz ar Vretoned" n'eo ket daoust da ze evid kaoud eur wir levezon war red an darvoudou. Kaer he-deus gervel an dud da voti "mad", e rank anzao eo bet "fall a-walh" ar votadeg evid ar huzuliou ti-kêr e 1904 : toud ar pez a gav da lared eo ra vo ar votadeg-se "eur gentel da neb a fiñv c'hoaz en e greiz eur galon vreizad ! Sursum corda ! D'an neh ar halonou !". "Petra d'ober evid enebi ha sôvetaad war eun dro ar Vro, ar Yez hag ar Feiz", a houlenne e miz here 1902, eun nebeud sizunveziou goude ma oa bet embannet e gelhlizer gand Combes : "sevel on mouez", emezi. Evid se, toud ar pez a houlenne digand he lennerien a oa kas o ano d'ar gazetenn, med war a zeblant ne zigemeras ket kalz a zinaturiou.

Tost da gant vloaz a zo tremenet abaoe, hag abaoe eo cheñchet a-grenn stad ar brezoneg en e vro. Sklêrijenna ahanom a ray da nebeuta ar pennadou-mañ war ar pez a veve ha war ar pez a zoñje hag a skrive e penn kenta ar hantved ar re hag a felle dezo divenn ar hreñva o feiz, o yez hag o bro. Kazetennou all evel "Le Courrier du Finistère" o-deus bet embannet ive pennadou e brezoneg diwar darvoudou 1902. Med ar re a zo bet moullet war "Kroaz ar Vretoned" a zo dezo eun ton ispisial (…). 

 

Ar Vretoned hag ar Frañmasoned

(…) Leoniz, mar o-devoa stourmet ken mad eneb Combes hag ar Frañmasoned, e oa abalamour ma o-devoa dalhet bepred tost da giziou ar re goz; o terhel mad d'ar brezoneg, o-devoa ive dalhet mad d'ar feiz. N'eus netra gwirroh, rag setu bremañ ar Frañmasoned oh êsaad ive skei o dent 'barz ar brezoneg; laret a zo bet gante, en eur vodadeg en Pariz, e vije red d'ar gouarnamant harz bremañ ar veleien da brezeg ha d'ober katekiz en brezoneg. Perag ?

Abalamour o-deus tôlet pled ive penôz ar brezoneg a vir ar feiz; 'vid koueza war ar feiz, e welont eo red dê, da genta, laza he breur, ar Brezoneg. Kement-mañ a diskouez dim penôz na dleom ket distaga, an eil diouz egile, ar Feiz hag ar Brezoneg; rag dinerz en em gavont an eil heb egile; a-gevred avad, n'o-deus aon rag netra, na rag Combes, na rag Waldeck-Rousseau, na rag o mestr, an diaoul. Soñjit mad penaoz Breiz-Izel a zo grêt deuz an daou dra-ze, Feiz ha Brezoneg, he horv hag heh ene. Rei da Vreiz tôl ar maro e vije distaga enni ar feiz deuz ar brezoneg, heh ene deuz he horv (…).

Dir-na-Dor.
Kroaz ar Vretoned.
D'an 21 a viz gwengolo 1902.

 

Komb en Breiz

"Mez da Landregeriz" : sed ar varzoneg a skrivas war ar Groaz "eul Leonad hag e-neus doñjer ouz Renan, Komb hag o mignoned" :

"Mez deoh-hu Landregeriz
Ne vo ken hoh ano
Laret nemed gand dispriz
E pevar horn ar vro".

Sed amañ a-hend-all ar renta-kont a voullas ar Groaz deuz an devez ma oa bet Combes en Landreger :

(…) Pa zigouezas an ôtrou Komb en Gwengamp, e oa eno, o hortoz anezañ, an ôtrounez Olier ha du Roskoat, kannaded (pe deputeed) ar Vro. En sell e oant d'ober da Gomb eur brezegenn en ano ar Vretoned ha da zevel o mouez a-eneb d'ar vinistred. Na oent ket lezet da dostaad; an eil-brefed a hourhemennas zoken d'ar bolised o lakaad er-mêz euz an ti-gar. Da heul ar wall-dro-ze grêt ouz an ôtrounez Olier ha du Roskoat, e savas trouz en kêr; an ôtrounez Salaun ha Milon, hag al lamponed a heuill anê, o-dije bet c'hoant a-walh da hoari o fôtred fall, evel an deiz all, mez harzet e oent gand an archerien.

A-hed an hent, euz Pontreo da Landreger, ha dreist-oll en kêr ar Roh hag en Pleuzal, ez eus bet c'hwitellet da Gomb euz ar gwella. En Landreger ive pôtred kaloneg deut euz pevar horn ar Vro o-deus greet trouz dezañ herr ha m'hellent.

Euz o zu, ar vinistred a oa deuet gante dispaherien euz ar re a vez greet anê "Apaches" pe "Eglantinards" da youhal "Vive Combes" hag "A bas la Calotte". Unan euz ar bôtred-ze a-nevoa skrivet en a-rôg zoken d'an ôtrou chaloni Ar Gov, person Landreger, eul lizer euzuz leun a wall-gomzou hag a zroug-pedennou. Gourdrouz a ree diskar an iliz-veur gand dinamit ha stleja an osti sakr er vouillenn ma kredfe ar gatoliked sevel o mouez.

Meur a dud a zo bet gwall-lakaet gand ar barizianed fall-ze, dreist-oll eun itron Kerpoisson hag he fried hag an aotrou Tremodan.

Daoust d'an dispaherien da youhal ha d'ar zoudarded (6000 pe dost a oa anê) da vired ouz ar re vad da dostaad, Komb a zo bet kanet dezañ e begement gand mouez skiltruz ar c'hwitellou, n'o-deus ket ehanet da dregerni ouz e skouarn ken a findaone.

Lidou zo bet en iliz ive da houlenn e bardon digand Doue evid an dismegañs greet outañ an deiz-se. Karet e-nije an nen gweled en iliz muioh a Vreiz-Izeliz ha kleved, en respont da youhadennou digristen losket gand ar Hallaoued vrein en galleg, kantikou ha prezegennou brezoneg. Se a vije bet ar gwella respont d'al lezenn divrezoneg douget gand Komb. Gwaz a ze, ne oa ket en iliz nemeur a Vretoned (…).

Heb sinatur.
Kroaz ar Vretoned.
D'an 20 a viz gwengolo 1903.

Accueil

Le blog langue bretonne

SOCIOLINGUISTIQUE ET HISTOIRE

Les sondages sur la langue bretonne : combien de locuteurs?

La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours

L'interdiction du breton en 1902

Les livres publiés par Fañch Broudic

Les articles publiés par Fañch Broudic

REPERES

Les pages "biblio"

Les courriels reçus… Les réponses à vos questions…

Les pages infos

AR PAJENNOU BREZONEG

Pajennou nevez

Piou oar brezoneg ?

Emile Masson ha "Brug"

Leoriou all gand Fañch Broudic

Yez, lennegez, istor

© Fañch Broudic 2002 - 2009

BandeauSousTitredesPages

Eur poltred : Eur stal c'hoariou e Karaez (Penn-ar-Bed).

www.langue-bretonne.com
Eur stal c'hoariou e Karaez
Le blog "langue bretonne" Contact La page infos Accueil
 

La thèse : présentation, table des matières…

 

Le tout premier sondage sur la pratique du breton

 

Une émigration bretonnante

 

Langue bretonne et nouvelles socialisations

 

Pour quelles raisons la pratique du breton a-t-elle diminué ?

 

L'interdiction du breton en 1902 : présentation du livre

 

Le contexte poilitique de la circulaire Combes

 

L'interdiction du breton : la réaction des élus

 

Dernier titre paru : Le breton, une langue en questions

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

L'interdiction du breton en 1902

 

A la recherche de la frontière : la limite linguistique

 

Histoire de la langue bretonne

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Relecture sociolinguistique d'une recherche phonologique

 

Exposer une langue : l'exemple du breton

 

Pierre-Jakez Hélias et la langue bretonne

 

"Brug" : une revue libertaire en langue bretonne au début du XXe siècle

 

Le tout premier sondage en 1970

 

Parler breton au XXIe siècle : nouveau sondage

 

Parler breton au XXIe siècle : les chiffres-clés

 

Quelle opinion les Bretons ont-ils de leur langue ?

 

Les livres publiés par Fañch Broudic

 

Les articles publiés par Fañch Broudic : biblio

 

Sociolinguistique 1

 

Sociolinguistique 2 : langue bretonne

 

Histoire 1

 

Histoire 2 : deux almanachs révolutionnaires en breton

 

Questions d'étudiants et de chercheurs

 

Traductions en tous sens

 

Noms, prénoms et autres noms

 

Infos : colloques, revue de presse…

 

Fañch Broudic : CV et biblio perso

 

La page des liens "langue bretonne"

 

Pour contacter Fañch Broudic

 

Gwengamp o c'hoari football : biskoaz kemend-all !

 

Marvet eo Remi Derrien

 

Kenavo d'am labour

 

Petra c'hoarvez e bro-Chin hag en Tibet ?

 

Piou a ra gand ar brezoneg ?

 

Petra 'zoñj ar Vretoned euz o yez ?

 

Enklask an INSEE : 257 000 brezoneger e Breiz

 

Al leor nemetañ diwar-benn "Brug"

 

Petra 'skrive "Brug" : eun dibab a destennou

 

Moueziou a leh all : troidigeziou diwar skrivagnerien ar bed

 

Combes a-eneb ar brezoneg

 

Taolennou ar baradoz

 

Skridvarnerez

 

Lennadennou a nevez 'zo

 

Paotred ar brezoneg

 

Daou almanag brezoneg euz amzer an Dispah