Kenavo d'am labour
- Setu ar pennad am-eus embannet war niverenn 266 ar gelaouenn Brud Nevez, e penn kenta 2008, goude beza kuiteet France 3 hag an abadennou brezoneg a reen war o zro.
Abaoe m'am-eus greet ma zoñj lavared kenavo d'am labour, e houlenner ingal digannin penaoz am-eus greet d'ober abadennou brezoneg war an tele e-pad keid-all. Bez' e rankan lavared da genta n'am-eus ket greet nemed se. Reou halleg am-eus bet greet zoken, ha normal eo en eur mod, dre ma vez kaozeet an diou yez e Breiz.
Ma labour kenta avad a oa bet er CRBC (Kreizenn an Enlaskou Breizeg ha Keltieg), hag a oa nevez vet savet e Skol-veur Vrest gand Yves ar Gallo. Eur c'hweh vloaz bennag on bet eno evel documentaliste (nemed ma bloavez servij), asamblez gand ar gelennerien hag ar glaskerien a felle dezo labourad war dachenn Vreiz. Bet am-eus bet da brena al leoriou kenta evid levraoueg ar CRBC, a zo deuet da veza abaoe unan euz ar re gaerra a zo. Eun tu bennag, moarvad, eo bet kerse ganin beza kuiteet ar skol-veur, peogwir em-eus dalhet da houde gand ma studiou, beteg divenn eun dezenn e 1993 diwar-benn planedenn ar brezoneg abaoe daou hant vloaz.
Etretant, e oa bet deuet Charlez ar Gall d'am haoud. Anaoudegez am-oa bet greet gantañ dija, kerkent hag ar bloavez kenta ma oan bet en em gavet evel studier e Brest : se a oa e miz here 1964. Kenteliou Per Trepos a heulien er skol-veur, ha dioustu am-oa bet digarez da rei eun tamm sikour evid an abadennou pemdezieg war ar radio. Daoust d'ar pez a lennan hirio war internet hag e leh all, ne oan bet padet neuze nemed eun toullad miziou gand ma zammou kaozeadennou sport d'ar zadorn d'abardae.
38 vloaz a radio hag a dele
Pemp bloaz goude, eo bet eun afer all. Ne helle ket Chanig ar Gall sikour he gwaz ken evid an abadennou pemdezieg. Ezomm a oa unan bennag da ginnig anezo. Sed ar pez am-eus greet diwar hanter miz gwengolo 1969, eiz vloaz ha tregont a zo deuz ze. Abaoe, n'on ket bet ehanet : biken n'am-bije kredet ! Adaleg fin ar bloavez 1975, em-eus bet an tu da labourad amzer-leun. Stad 'zo 'n ennon en eur feson pa 'h on bet an hini kenta o veza bet tremenet eur vuhez-labour o labourad en brezoneg - hag evid ar brezoneg, me 'zoñj, war ar memez tro - er radio hag en tele.
Pa h on bet kroget, ne oa ket pell 'zo c'hoaz ma oa bet digoret studio kenta ar radio e Brest. A-raog, e ranke a-wechou Charlez ar Gall enrolla e abadenn-zul… en e di : eur wech ar miz e teue eun teknisian deuz Roazon evid se. Kalz êsoh e oa bet pa oa bet anvet unan e Brest, hag eur brezoneger anezañ (Ifig Kermareg). Ar radio, d'ar houlz-ze, n'he-doa ket kalz tra da weled gand ar pez eh eo deuet da veza abaoe. Bremañ, zo n'ouzon ket ped radio e Breiz o skigna noz ha deiz, ha meur a hini o skigna brezoneg. Neuze, ne veze nemed eun toullad abadennou, keleier dreist-oll, a veze skignet deuz Roazon da euriou 'zo, hag eun toulladig reou all deuz a Vrest.
Evid boueta an deg munut abadenn a veze war ar pemdeiz tro kreisteiz (hag ar re a oa bet en tu-hont, prestig goude, diouz ar beure), n'am-oa me kavet netra welloh d'ober nemed kinnig ar heleier : an avañtaj, gante, eo ne vezer jamez tapet berr, peogwir e vez bemdeiz keleier fresk. Buan a-walh, e oan bet en em laket ive da zortial gand eun Nagra war ma hein : eur wech ar zizun eh een en eur barrez bennag da doulla kaoz gand an Aotrou Maer hag eun toullad tud all. Evel-se e veze klevet a beb seurt tud o tisplega war ar radio pere oa o frederiou hag ar pez a ree plijadur pe displijadur dezo. Pa oa bet paouezet Charlez da labourad, em-oa bet da ginnig beb sul, asamblez gand Mari Kermareg, eun abadenn o-deus tud 'zo dalhet soñj deuz outi, a gav din : "Liou an amzer ha spered an dud". Padet eo bet se, beteg ma h eo bet savet RBO/RBI en hañv 1982 ha m'eo bet dispartiet da vad ar radio deuz an tele.
Taoliou-lagad, meur a gant
E fin ar memez bloavez e oa bet savet "An Taol-Lagad" war FR3, e stumm eun abadenn sizunieg a geleier. Deg vloaz a-raog, e oa bet deuz ar henta gwir abadenn-dele e brezoneg : adaleg miz genver 1971 an hini oa bet skignet "Breiz o veva". Eur skipaill pevar brezoneger a oam evid ober war-dro, gand Charlez ha Chanig ar Gall, evel ma oa dleet, Per Helias evid al lennegez hag ar sevenadur ha me evid ar pez a vefe anvet hirio société. Dre ze eo am-eus bet tro d'ober ar henta kelaouadenn vrezoneg evid an tele. Soñj am-eus dalhet : en eur GAEC e Sant-Segal e oa.
Kelaouadennou am-eus bet greet n'ouzon ket ped kant, diwezatoh, evid An Taol-Lagad. Bet eo bet An Taol-Lagad a-dra-zur unan euz ar mareou birvidka am-eus bevet war ma labour. En amzer-ze, e vezem pevar o vond war an dachenn : ar redaktour, eur hazetenner all gand e gamera (Guy Hamelin er bloaveziou kenta, Gaby Bourles da houde), eur paotr (pe eur plah) evid ar zon, eur skoazeller, hag unan all evid framma ar sujedou da houde, eur wech retornet d'ar studio. A-benn neuze e oa en em gavet an elektronik da gemer plas ar film. D'ar houlz-ze e oa kalz muioh a vrezonegerien er vro. Mond a reem da weled ar beizanted hag ar vicherourien. Komz a reem gand ar bolitikerien ha heulia ar manifestadegou. Enklaskou hirroh a veze greet war sujedou 'zo. Kaoud a ra din om deuet a-benn, gand an oll re o-deus sikouret ha kemeret perz, da ginnig eur wir journal tele en brezoneg. Hag a zo bepred deuz outañ, end-eeun.
En eur gregi e laren em-oa bet greet eistoh evid brezoneg. Beza laket e penn ar heleier e France 3 Iroise, gwir eo, a zo bet goude ze eur hrogad all. Chañs am-eus bet, a rankan lared : n'eo ket bemdeiz e vez tro da zevel eun abadenn nevez, da lakad e plas eur skipaill a dud, da gaoud an ton hag an doare evid renta kont deiz ha deiz deuz an nevezentiou er vro. Rag abaoe m'eo bet lañset F3 Iroise e miz gouere 1992, eo diou wech bemdeiz e vez skignet keleier deuz a Vrest evid Breiz-Izel a-bez : ar re vrezoneg da boent kreisteiz, hag ar re halleg diouz an abardae. Plijet eo bet kenañ ar pez a zigase F3 Iroise a-nevez, peogwir e veze neuze kazi 60% deuz an tud o heulia ar heleier.
Kenlabourerien ampart
Kinniget ez eus bet din mond da Roazon da veza e karg euz an abadennou brezoneg (e diavêz ar heleier). Ne oa ket ar memez micher ken (en despet ma ne wel ket an dud an diforh). Ne vez ket prientet ar re-mañ er memez stumm. An doare da gas abadennou sizunieg en-dro n'eo ket ar memez hini. Kinnig eun abadenn eun hanter-eurvez pe eun eurvez a zo disheñvel. Hervez pez a vez c'hoant d'enrolla, e ranker en em gemer pell mad en a-raog. Diblas a reer a-wechou evid se skipaillou 15 pe 25 a dud. Konta daou pe dri miz a ranker, ha muioh c'hoaz, etre ar mare ma vez dibabet troi eur film hag an hini ma vo skignet…
Filmou a-zoare a zo bet troet. Soñjal a ran en daou heuliad a zo bet kaset da benn gand Pierrick Guinard, unan diwar-benn ar muzik hag egile diwar-benn planedenn or yez en 20ved kantved. Soñjal a ran er re a zo bet sevenet gand Soazig Daniellou diwar ar re yaouank a zo brezoneg gante 'leiz o fenn. Soñj am-eus dalhet deuz an enklask a zo bet greet gand Mari Kermareg, pell 'zo dija, e-touez ar Vretoned a oa bet oh ober brezel en Aljeri. Komz a hellfen deuz… Med ne glaskin ket lared nag an oll anoiou nag an oll filmou… Produerien ha realizatourien a-zoare a zo evid rei an dorn. Merhed ha paotred ampart a zo bet hag a zo evid kinnig an abadennou hag ober war o zro.
Ne rin ket hirio kennebeud eur renabl euz kement a zo bet greet en eun deg vloaz bennag. Lared a rin hepken eo bet eun dra vad istitla an abadennou : sacha kalz muioh a dud da heulia anezo a zo bet greet evel-se. Gand ar Priziou, e vez greet ton bremañ beb bloaz d'ar pez a wella a reer en brezoneg er vro, e-keñver an embann, ar han, ar filmou ha kement 'zo, ha se ne ra nemed brud vad. Ken-brodui a reer hirio meur a film beb bloaz hag eun abadenn evel "Mouchig-dall" : digas a ra muioh a êzamant ha rei labour da dud all. Skigna "Mouchig-dall" a reer dres beb merher vintin : estreged bugale hag estreged brezonegerien a vez o selled.
Evid ar vrezonegerien, ha ganto
Gwelloh e vije bet gellet ober c'hoaz ? Moarvad. Keñveria a reer bepred Breiz ha Bro-Gembre, Breiz hag Iwerzon… Med n'eo ket heñvel an traou en eil bro hag en eben. D'an dud a zo e penn ar vro eo da zibab ha da zivizoud : d'ar Stad, d'ar gouarnamant, d'an deputeed, d'ar guzulierien-rannvro zoken… An dud a vicher n'ema ket en o galloud ober deuz France 3 nag eur chadenn-rannvro nag unan e brezoneg. Ma zo c'hoant e vefe ledannoh an abadennou-rannvro, d'an dud e karg da voti lezennou diouz ze. Ma zo c'hoant e vefe muioh a vrezoneg war France 3, e rank beza frankoh ar plas a zo evid an abadennou-rannvro.
Er heñver-ze, eo bet c'hwitet an taol war an TNT : eur frekañs a dlee beza roet da beb rannvro evid eur chadenn 'pad an deiz dindan talbenn France 3, hag e Roazon e oam prest da gregi 'barz. E 2002 eo bet divizet gand ar gouarnamant ne vefe ket deuz an TNR. Bye, bye an tele-rannvro, neuze ? Ne larin ket se. N'en em renter ket kont : med war eur zizunvez, eo tro ugent eurvez abadennou a vez skignet gand France 3 e peb rannvro, pez a ra tro teir eur bemdeiz. Gand toud ar cheñchamañchou a weler o tond avad, e vo red dezi derhel he renk da vad.
N'eus ket tra-walh a vrezoneg war an tele ? Med n'eus chadenn all ebed oh ober evid ar brezoneg kement ha ma ra France 3 war hir dermen. TV Breizh a-hend-all a zo bet eur c'hwitadenn. Ken bresk eo ar pez eo krog TV Rennes d'ober ma n'on ket sur tamm ebed e hello padoud (hag evid piou), pe neuze eo ar broduerien ne badint ket. Memez war internet e lak France 3 kement a vrezoneg en eur eisteiz ha ma ra ar webnoz en eur miz.
Hirio eo diazezet mad an abadennou brezoneg war France 3. E Roazon evel e Brest, ez eus tud a-vicher evid kas anezo en-dro. Eur sapre cheñchamant eo e-keñver "gwechall". Soñj am-eus deuz ar skipaill kenta oh erruoud e Brest e miz genver 1971, evid labourad hanter-amzer evid ar brezoneg. Hirio eo ar reou vrezoneg abadennou evel ar re all : o flas o-deus, gwelet mad int, skipaillou a zo, eur budjed a zo, tud a vez o heulia anezo…
Tenn a-walh e hell beza, evid forz piou, labourad war an tele, ha dreist-oll beza e karg euz eun abadenn bennag. Tennoh eo c'hoaz labourad e brezoneg. Med n'em-eus ket a geuz. Diskouezet mad e oa bet an hent din gand Charlez ar Gall. Harpet on bet gand ar re a zo e penn France 3 e Roazon. Digarez am-eus bet d'ober anaoudegez gand e-leiz a dud, hag eo dre pe a-drugarez d'ar brezoneg am-eus greet.
Dre an tele e oar an oll e komzer brezoneg ive er vro-mañ : gweled a reont ha kleved a reont. Ha gouzoud a rit ped a vez gwelet o komz brezoneg war France 3 en eur bloavez ? Eun 800 bennag. Ma rank beza brezoneg en tele, eo pa zo tud evid komz. Evid ar vrezonegerien – hag evid an oll anezo, pe e vent yaouank pe e vent koz, poueza war ze a rin dalhmad - eo a reer da genta abadennou en o yez. Med ganto e rank beza greet an abadennou-ze ive. A-hend-all, ne dalvezfe ket ar boan.
Trugarez da Josiane Guéguen (Ouest-France) evid ar poltriji.